Tadeusz Mazowiecki (ganet d’an 18 a viz Ebrel 1927 e Płock, marv d’an 28 a viz Here 2013) a oa our skrivagner hag ur c’hazetenner eus Polonia. Unan eus pennoù ar sindikad Solidarność e voe ha Kentañ ministr Polonia, etre 1989 ha 1991. Bez’ e voe ar c’hentañ Kentañ ministr eus ar renad demokratel a zeuas goude ar renad komunour hag a anver Trede Republik Polonia. Anvet e voe da varc’heg en Urzh an Erer Gwenn (uhelañ merk a enor e Polonia) hag enoret e voe gant medalennoù all e broioù all c’hoazh (Italia, Alamagn, Vatikan, Bro-C'hall, Lituania).